Produer pe oberer on er filierenn ha kas a ran produioù d’an dud pe kinnig dezho dont da gerc’hat anezho war al lec’h !

Labourer-douar oc’h, pe pesketaer, dourc’hounezer, mareour, artizan pe kenwerzhour e Breizh :

  • Ezhomm ho peus da gavout fred evit ho produioù e-pad ar mare digustum-mañ ha fellout a ra deoc’h kemer perzh en obererezh kenskoazell-mañ ?
  • Gallout a rit lezel an dud da gerc’hat ho produioù war al lec’h pe kas anezho tro-dro du-se ?

Perak ?

  • Evit ar familhoù eus Breizh a chom er gêr hag o dez ezhomm e vefe kaset produioù eus ar vro hag eus ar mare dezho pe ar re a fell dezho mont da gerc’hat anezho war al lec’h.
  • Evit ar stalioù boued aotreet, e pep lec’h e Breizh, a fell dezho kinnig d’o fratikoù boued a bep seurt, a galite, eus ar vro hag eus ar mare.

Rannvro Breizh, asambles gant ar gevredigezh www.bzh, Kambr rannvroel labour-douar Breizh (CRAB), Kevread rannvroel labour-douar biologel Breizh (FRAB) ha Kevread rannvroel ar c’hreizennoù intrudu evit brudañ al labour-douar hag ar maezioù e Breizh (FRCIVAM), a sikour ar broduerien hag ar vevezerien da verañ gwallblegenn ar GOVID19 gant ur benveg da ginnig servijoù ha da lakaat an dud e darempred an eil re gant ar re all.

Staliet eo bet ar savenn gengret-mañ evit lakaat an dud e darempred an eil re gant ar re all hag evit sikour ac’hanoc’h e-pad ar mareoù diaes-mañ ! Dorn-ha-dorn eo ar broduerien, an obererien er filierennoù labour-douar ha pesketaerezh, hag ar vevezerien an eil re gant ar re all, evel biskoazh.

Lakait hoc’h anv en ur ober nebeutoc’h eget 3 munut gant ar furmskrid amañ dindan evit dont war wel er savenn-mañ !